

SERVIJOÙ
Arrebeuri diouzh ar moull
Sevel a ran arrebeuri diouzh ho c'hoantoù hag ho implijoù.
Eus an dresadenn d'an dresoù teknikel, en ur dremen dre ar modelizadur, bep pazenn vez gwelet asambles evit kaout ur raktres a glotfe ar muiañ ganeoc'h.
Ouzhpenn-se, e krouan ivez kinkladurioù e giz gouleier, bouestoù bravigoù, pladennandoù keuzioù, hag all. A c'hell bezañ evit un implij personnel pe micherel (tavarn, preti, ostaleri, …).
Labourat a ran d'ar muiañ posupl gant koat fetis evit kaout krouidigezhioù solud, padus hag a galite.
Tu zo choas ar spesad koat hag ar peurgempenn evit personelaat ho arrebeuri d'ar muiañ.
DIWARNON
Goude ur BTS Design Produiñ, lec'h 'm eus labouret war raktresoù disheñvel, en o zouez lod oc'h implij koat, 'm eus graet ur staj en un embrerezh ebenouriezh. Hemañ a gardarno va c'hoant da genderc'hel en ur dremen ur CAP hag ur BMA ebenouriezh. Labourat a rin goude-se en un embregerezh ebenouriezh e pad ur bloaz. E miz here 2021 e rin an dibab krouiñ va embregerezh.
An atalier Kalon a zo hiriv lec'hiet e norzh penn ar bed e Gwitalmeze.
​
"Kalon" a zo an anv roet da greiz ur c'hef. Kelc'hiet eo gant ar pez vez anvet duramen pe c'hoaz koat peurvad. Kalon a zo evidon an arouez eus ul labour graet gant aked hag entan.

KROUIDIGEZHIOÙ




DAREMPREDIÑ
Ezhomm kaout ur rakpriz pe ur respont ?
Evit pep goulenn, galvit ac'hanomp d'ar : 0602290275 pe kasit ur ger dindan.
C'homlec'h
Zone Artisanale de Keruscat
29830 Gwitalmeze, Frañs
contact.atelierkalon@gmail.com
Tél : 06 02 29 02 75























